Pajenn:Pompery - Quelennou var labour pe gonnidegues an douar, 1851.djvu/230

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 230 —



Breac’h an denvet.

Breac’h an denvet zo envel avoalc’h d’oc’h breac’h an dud. Mervel a ra calz denvet gât ar c’hlenvet-mâ, er vroiou lec’h ez int stang ; né anavezer quet é breiz. Matrézé né zeuquet, couzien eus nebeut a zenvet gât beb ini, ha nhô destumerquet a berniou pétraman dré nerz ar vro ; rac, é bro-saoz, bro lec’h ez eo stanc an denvet, ha lec’h é mâ an amzer envel doc’h ama, né anavézer tam quénebeut ar c’hlenvet-mâ.


Ned eo quet talvoudus caout calz denvet en tiéguéchou vian ; mes talvoudus é véfé caout denvet ménez lec’h ez eus lannéger vraz.

En eur vro a dieguéchou vian, nelier quet caout eur vraz a zenvet ; gouscoudé, neusquet a dalvoudegnes maga nebeut anezô ; rac ar c’honnid zo ré vian, ha né zigol quet doc’h ar hoan zo gât-hô ha deus an droug a réont. Mes en diabarz ar vro, lec’h ez eus tieguechou vraz ha lannéger out-hô ar pez a guérer, al beza talvoudus, evid cresqui an tremp, derc’hel calz denvet méné, péré guéont hô boët é léac’h né chomfé quet béo al loënnet al.


Ouen merinos pé Spagn.

An denvet merinos pé denvet spâgn ne zeuont quet mad er vro ; bez eo ré ien ha ré c’hlib evit-hô ; Ouen Saoz.

mes peb ouen saoz, gânet en eur vro envel deus hon--