Penaos louzaoui ar boan-gouzouc goassa.
diaez da choca ha da boaza er c’hof. Pa vez re grê ar boan, ar boët dle beza difennet piz. Rô a reer aliez dour guennet déva é pini é vez laquet eun tamic mel ; golo a reer gouzouc al loën gât eur groc’hen danvet ; moguedi reer aliez é fri gât ézen an dour bervet, en oc’h lacad ar varraz en eur zac’h é pini lequeer pen al loën. Ma né zeu tam da derri goude, é vézo mad guelvel eun den gouiec.
Straquillen pé sifern.
Ar straquillen, envel doc’h sifern an dud, zo eur c’hlenvet bian, ac é za cuit é-unan peurliessa ; dont a ra, eguis ar c’hlenvechou gouzouc ac ar boaniou envel, ha drest-ol dré iénien ha beza glibet. Groc’hénen diabarz ar fri a zeu da dâna, ruz ha seac’h eo, calz pé nebeut ; teurel a ra dour-mormouz béret a béret dont a ra da danoad goude ha da gol é liou ; bassaad ha siferni a ra al loën aliez, evel an dud pa mer éguisse. Eb dalé teva an dour-mormouz gludec a ziver eus é fri, bianad a ra da ziferni, éan a ra peb a nebeut ha dré ma paré.
Doaré louzaoui ar straquillen.
An doaré discouëzet evit louzaoui ha paréa ar boâniou gouzouc, dle beza euliet ivez da barea ar straquillen. Talvoudus eo dreist-ol moguedennou an ézen dour bervet, digasset en toullou fri, en oc’h