Pajenn:Pompery - Quelennou var labour pe gonnidegues an douar, 1851.djvu/224

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 224 —

founussoc’h da zivéra. Ma né réont quet, couscoudé, é lequer eur séton oc’h é scoaz.

Poaniou gouzouc.

Meur a seurt poan-gouzouc zo, péré zo bet anaouet doc’h al lec’h é stagont er gouzouc ; rac avechou ar boan é za var gorzennou an avel, guéchou al é condon ar beg ha var gorzen boët, pétraman var groc’hénen ar vouez. Deul ar c’hrôm ez eus ato poan gouzouc.


Penaos é teuont.

Ar boan-gouzouc a zeu dré gaout riou, en oc’h veza glibet, eva dour cris en oc’h c’houezi, pé caout riou goudé. Aliez ar c’hézec a zigasser é meaz var dro sarra an noz, dré glaoéger pé dré amzer cris, zo scoed gât ar boan-gouzouc, ispicial mard int iaouanc ha goadec.


Penaos hô anavézout.

Pa nem ziscler ar c’hlenvet-zé, dont a ra ar beg den em zissec’ha ha den em dâna, poan en deus al loën ô lonca, nev nemet nebeut ha gât amzer ; aliez nal lonca béret, dont a ra dré é fri é meaz, lech disquen en é c’hof.

Peurvuia eun tamic eves zo trevoalc’h evid paréa ar boanniou- gouzouc.

Peurvuia ar boan-ma ned eoquet eur goal glenvet ha pa né goassa quet, né bad quet ouspen dec pé zaouzec déves. Ar c’hlenvet-ma peurliessa né vez quet crèo en eun doaré dé louzaoui : evit é baréa neuz ezom nemet derc’hel al loën eb laboura, en eur marchossi clouar, ha divoal roei dezan boët calet,