Pajenn:Pompery - Quelennou var labour pe gonnidegues an douar, 1851.djvu/222

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 222 —

ziscarga ra, ac ar c’hlenvet né zalé quet da baréa. Mes avechou ez eo goassoc’h ar c’hlenvet. Ar groc’hen a zo seac’h ha tom, pounerad a re ar ben, Ar c’hrôm goassa.

goassoc’h, couenvi a ra ar fri ac an daoulagad, créad ara an derzen. Neuzé ez eo eur goal c’hrôm, ac é renquer cresqui evessaad ha loazaoui.


Ar c’hrôm brao.

Pa chom brao ar c’hlenvet, pa zeo drant al loën, ar guella zo chom eb louzaoui, derc’hel anezan en eur c’hraou clouar, biannaad é voët ha roei dezân traou divec’h dar c’hof : dour guennet gât bleut eilz, plouz mad ac eun tamic ieot tener, é caver é pep maré. Strinquel a reer dour clouaric er boezellou, Penaos é baréa.

mar bez ezom, ha lacad a reer eun tam stoup da c’holo ar c’hôr zo dindan ar c’houzouc, evit é virout doc’h an avel ; lacad a reer c’hoas var-n-an eur groc’hen danvet, ar gloan troëd en diabarz.


Penaos louzaoui ar c’hrôm goassa.

Pa ma ar boan ré goass, ar boët zo difennet striz. Strinquella renquer aliez ar c’hof gât dour caol maro pé ad lin ; dour bervet gât al louzeier-zé, vezo laquet da voguedi dindan ar gouzouc ac ar fri. Ma né zeuquet ar fri nac ar c’houéon gouzouc da zivéra, é goader eun tamic al loën, ma teuint quentoc’h ha