Pajenn:Pompery - Quelennou var labour pe gonnidegues an douar, 1851.djvu/220

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 220 —

peurvuia nemet eur pennad goudé ez eo deut. Ar Ned eo quet eur goal glenvet.

pez a rô dé anavézout, zo an tristidigues ac an dinaon. Ar guénou zo tom, an alan flerius, an dour ziver doc’h ar beg, téo ha stagus ; ar c’horf zo téner ha coenvet avechou ; traou gludec zo aliez oc’h ar gorc’hennou. Ouspen, al loën zo treut, ha casti a ra peb dé mui-oc’h-mui. Boëz é derc’hel eh tam, nemet banéou dour guennet gât bren, guelc’hi ar boezellou en ô strinquella anezô, é deuer aben doc’h ar c’hlenvet-zé peurvuia.


Ar c’hrôm

Ar c’hrôm a zeu dreist-ol dré ar ienien ac ar glao. An ebeuillen, pa maïnt oc’h ober hô zent, é paquont buan, eguis quement poan al a scô oc’h ar ben. Neller quet lavarout é véfé stagus ar c’hrôm : rac, en eur marchossi, pa glanvo meur a loën quézec gât-ân, Eves da lacad pa nem ziscoëz ar c’hrôm.

réal né raïnt quet, eb evessaad dhô virout. Couscoudé, kant é nem ziscouez ar c’hrôm, var unan pé var meur a loën, guelloc’h éo hô zenna doc’h touez ar réal.


Anavézout a reer ar c’hlenvet-zé dré an tristidigues, an dinaon, dré ma zeo ruz ha seac’h diabarz ar fri, coénvet dindan ar gouzouc ac en dro. Dré ar c’houéon-zé, al loën en deus diezaman da lonca ha da gaout é alan ; ar bâz a zeu eb dalé ; al loën a dol traou téo dré é fri. Pa ziver nebeut, cresqui ra ar c’houéon didan ar gouzouc, eur gôr a zeu, en em