Pajenn:Pompery - Quelennou var labour pe gonnidegues an douar, 1851.djvu/22

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 22 —

eil guisc prî en em gav ivé didan ar bézin-zé. Dré al labour-zé en deus da guenta eun tremp, ar bézin ; ha goudé ar guella danvez (ar prî) evid calétad ar guisc treaz a zo varc’horré. An digoradur squiantus-zé en deus roëd buan talvoudeguès braz dan aotrou Crec’hquerault.


Douarou priec.

An douarou priec ar ré vella goudé an douarou trezec, pa nint quet ré stagus. Ar pounera douar a roeio couscoudé eostou mad, ma eller é roessad ac é zizoura mad avoalc’h. Neller quet roessad ar seurt douarou zé, en eun doaré paduz, nemet en eur teurel ebarz eun ebeut bili od, meinigou, pé eur guisquet mad a treaz meinnec pé creguennec ; mes noc’hquet evit caout eaz avoalc’h an danveziou-zé, nemet pa zigouez da unan do caout en é c’hichen. Panévé-zé, Meur a zoaré da roessad an douarou pounner. ar c’hiz guellad-zé a c’houlenfé ré a vizou ac a charré, evit allout é ober. Rencout a reer ta peurvuia roessad an douarou-ze evel ma eller, en oc’h teurel ebars peb bloas pé treaz, pé scotil, pé teil braz, gred gât lann, balan ha bruc anter breinet.


Ar scotil, dré ma zeo téoc’h ha ma pad iroc’h en douar barz nem zisober, zo guelloc’h evit an treaz da