Mont d’an endalc’had

Pajenn:Pompery - Quelennou var labour pe gonnidegues an douar, 1851.djvu/218

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 218 —

Lacad a reer palastrou pe frota a réer louzeier crêo, oc’h ar c’hof, quenver ar voezellen, evid digas ar boan diavez ; en divez, é guelc’her an diabarz en oc’h squiltra er voezellou, dour caol maro pé ad lin clouar, gât ar strinquel, evit divec’hia anezô. Eur vech bianneed ar boan, é dalc’her al loën striz eb tam ac eh laboura ; neuzé né zaléo quet da barea. Goudé-zé, na vezo roed boët nemet gât eves, peb a nebeut, ac evit guellout. Ma né zeu, en oc’h eulia ar boëtach évézus-zé, tam poan ebet quen, é cresquer peb a nebeut da voëta, qué né roér evel quent. An dud var meaz zo goal nec’het da leusqueur hô loënnet eb tam paz int clân, evel da Chom eb dribi a zo red er c’hlenvéchou.

jom hô-unan pa zint scoëd gât ar c’hlenvechou ; credi réont é varfent gât an naon ma chomfent eb dribi, quercouls er c’hlenvet ac er iec’het. Ar gréden-zé a ra calz droug : dré-zé ispicial, ar ré gouiec, galvet da louzaoui ar c’hlenvechou var mez, né baréont nemet nebeut anezô. Chom eb dribi, er c’hlenvechou ar voezellou ispicial, a zo an urz quenta deulia, ha né zléér é zorri nemet gât eves ha dré ma vella da unan.


Poân boezellou- paduz pe a-bel-zo.

Ar boan-boezellou-côz, pé baduz, ned eo quet eur goal clenvet. Dont a ra peb a nebeut, ha né anavezer