Mont d’an endalc’had

Pajenn:Pompery - Quelennou var labour pe gonnidegues an douar, 1851.djvu/216

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 216 —



Guentr goassoc’h- goas.

Ar guentr goassoc’h-goas a zo unan doc’h ar goassa clenvet a scô var ar c’hézec. Dont a ra aliez a dol, eb nem ziscoëz tam diaroc. Eaz avoalc’h ha grén en em gav al loën, ractal en em gavo er boaniou crissa. Dalc’h mad ez eo ten var-n-ân ; né zreb tam mui, gourvé, ha sevel a ra eb éan, nem stoca ra er goassa ha né bad tam gât ar boan. Guellout a reer, ar c’hizou-mâ a vez e bep Seurt guentr ; mes, er c’hlenvet-mâ, ar boaniou zo crissoc’h, eb peoc’h ebet, ar c’hlenvet ez a buanoc’h var goassa, pa eo Pé guer buan é za var goassa.

guir, é daouzec pé bemzec heur, pidir var-n-uguent dan irra, al loén zo maro. Ar pez a zigas ar boan gof-avélus a zigas ivez ar guentr-goassoc’h-goas. An daou glenvet-zé zo quen envel an eil deus éguilé, ha neuz nemet eun den boazet gouest dhô zisenvélout. Evézus eo ta galvout eun den gouiec cant ma zigouez deul loën a dalloudégues clanvi buan a boaniou gof. Doaré dé baréa.

Neller caout chanz da baréa ar c’hlenvet-mâ, nemet en oc’h louzaoui cant a ma teu. Goada, difennet er boan-boezellou-avélus, a dlé beza gred amâ founus, evid bianaat nerz ar c’hlenvet ha mirout né nem zastuméfé ar goad en diabarz. Clasq a reer biannad ar boan dré roei da eva louzeier evit calmad, péré vézont cavet gât quement marc’hadour louzou.