Pajenn:Pompery - Quelennou var labour pe gonnidegues an douar, 1851.djvu/214

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 214 —

ar ienien goudé c’houézi, é teuio c’hoas avechou ar c’hlenvet-ze dar c’hézec.


Doaré louzaoui ar boan-gof-avelus.

Pa nem ziscoëz ar boan, né réer tam dal loën ; e derc’hel a reér tom, rô a reer dezâ dour clouar da éva, eun tamic nerzet gât guin. Goalc’hi reer ar voezellen gât eur strinquel aliez, dré zour caol maro pé ad lin clouar, ha torcha reer ar c’hof gât nerz. Ma goassa dal loën en oc’h eva, lec’h guellad, c’héaner da roei. Goada, lec’h ober vad, zo fal braz, er seurt poan-mâ. Pa zeus couéon ; ar pez a zo eaz da c’houzout doc’h ma eo carguet ar c’hof ha doc’h trouz an avélou zo ô redec er voezellou, é casser anez-hô é meaz en oc’h strinquella aliez an diabarz ac en oc’h roei dour nerzet eun nebeudic da eva. Al louzeier andvet ether ac ammoniaque, er gallec, péré paréont quer buan couéon al loënnet corn, né baréont quet ato ar c’hézec. Couscoudé ez éo mad hô essaei ; teurel a reer eul loeiat deus unan doc’h al louzeieer-zé en eur bôtaillad dour clouaric, pétraman c’hoas eun anter loeiat raz béô, pé didânet zoquen ; rô a reer dal loën clan, goudé beza iget mad, en oc’h lacad gouzouc ar bôtail dré corn ar guénou, ac en oc’h évessaat teurel al louzou nemet dré ma lonq. Red eo torcha ar c’hof gât nerz eb eâna.