é ma ar c’hiz fal, da leusqueur an eubeuillen var hô mam queit a c’houzâont anezô ; an dra-zé a ra droug dezi ha dan ini vian a zo eni, pa en deus dalc’het adarré. Ouspen-sé, leusqueur a reer ar vam maga an eubeul é-unan eguis al ober, né deus quet avoalc’h ha né raquet é c’horf quercoulz. An eubeul a c’houl balé ha mont aliez é meaz. Pa né zeus parc na goarem dé lacad, dléer é leusqueur, eun ebeut bennag er porz.
Er goan, an eubeuillen digasset er peuri didan ar glaoéger, é paquont aliez eur boan var hô zaoulagad, a zigouez avechou peb mis, ha né baréquet mui. An dud var-meaz a gred a labour ar poan-zé dré al loar ; evit an aliessa é teu dré ar goal amzer. Né zléer quet squei oc’h an eubeuillen nac hô sponta ; éguissé é desquer anezô da ruel ha d’enebi ouoc’h ; red eo hô dorlota, comzout braô out-hô, sevel hô zreid ha squei gostadic var-nô, ma vezint eaz douarna.
Stad fal eus hor marchossiou.
Hor marchossiou zo peurliessa clanvuz, avélet ha quempennet fal ; leusqueur a réer an teil téo enô ; couscoudé ar c’hézec c’houlennont beza dalc’het quempen, petraman ellont clanvi aliessoc’h.
Penaos anavézer oad ar c’hézec.
Oad ar c’hézec anavezer oc’h hô beg, evel ini al