Pajenn:Pompery - Quelennou var labour pe gonnidegues an douar, 1851.djvu/208

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 208 —

bété vremâ, é touëz an incaneed ; mes an eves ac ar boët, eb péré neller ober guellidigués ebet, zo eun dra a ziouer er vroiou paour ha dister-zé.


Eves da eulia evit ar c’hezéquennet pa maïnt ô touguen ha pa ébeulliont.

Abarz an oad tri bloas, ar c’hézéquennet né zléfent quet béza digasset d’ar marc’h. Eller hô staga da laboura, queit é maint ô touguen, en oc’h divoal dhô lacad dober ré. Pa chenchont ré stard, gât ré a nerz, al c’hoarvézout droug gât-hô ; dré ma dosta ar maré da droei hé eubeuillen, é véfé zoquen évezus éana tré doc’h hô staga. An discoëzadur gred diaroc, zi var hen an eves da deurel dar vioc’h, a renq beza euliet evit ar gazec. Pa en deus dieazaman da gaout é eubeul, pa nem ziscoéz fal, ez eo guelloc’h clasq eun den gouiec dé zivec’hia, ha pa véfé hen meur a léô doc’h quear ; al loën en deus dalloudégues avoalc'h peurvuia evit ober ar mizou-zé, quentoc’h evit é gol.


Magadures an eubeullien.

El Léon é dizonner aliez an eubeuillen dhô zri mis ; guelloc’h a vé leusqueur anezô var hô mam betec an oad c’houec’h mis ; neuzé é trebont guelloc’h ac eb droug, quement seurt boët ; boaza reer anezô peb a nebeut da zribi foën mad, tamouigou querc’h ha d’éva dour guennet eun tamic gât bleut. E Querné,