Pajenn:Pompery - Quelennou var labour pe gonnidegues an douar, 1851.djvu/206

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 206 —



Incâned deus ar c’herné hé deus an naod creiste. Er vro-zé, magadures ar c’hézec zo dister.

Magadures ar zaoud zo ar c’henta gonnid deus an tieien ar vro lec’h é mâ an incaned enô nint quet troëd caër var ar c’hézec, péré nint evit-hô nemet eur c’honnid dister ha disprizet. Guellidiguès ar ouen er vro-zé, ned eo quet ta eun dra quen talvoudus.


Ar ouen-mâ zo ré vian, ré zister, fal en é valé ; né za nemet an incané, ac é couez quentoc’h evit ar E pé c’hiz é zéo fal an incâned. E pé c’hiz ez int mad.

ré a drot ; mes, en eur fesson-al ez eo mad dreist-ol : creo ha nerzus eo dizoaré, ac ar c’hlenvechou a veller quen aliez var ar c’hézec Léon, né scoont biscoas var ar ré-mâ. An incaned a zléont hô iec’het ac hô nerz dhô c’hiz beva, dilezet hô-unan er meaz didan an amzer. Mad meurbed da zarempred an enchou fal, an incanneed, clasquet dreist-ol guechal, a gollont deus hô zalvoudegues, dré ma reer enchou mad, ha dré ma eller balé gât quirri scân oc’h péré Lequeer trotérien.


Penaos guellad an incâned.

Lavarout a reer ar marc’h arab, a vellafé an incâned, péré a gréder deut diaguent deus ar ouen-zé ; mes an arabet a vellomp er vro, zo goal vian, ma illimp credi guellad gât-hô ar c’hézec Querné ; alfed digas ivez en hô zoëz quezec dib pé anter-red, corfet ha her hô zivisquer. Ar seurt-zé hô deus gred mad.