ma né feller caout goal chanz en oc’h clasq guellad ar ouen dré quézec divroet, é renquer ober gât marc’hou envel doc’h hô ré ; neuzé ez eer var an ent mad, ac eun digouez mad a vezo ivez er guellidiguès ar ouen.
Ar boët dreist bep tra a ra al loënnet, ha ro dezhô hô c’hiz ac hô talloudégues. Evel-sé, eur boëtach crêo ha sec’h, nemet querc’h, coulz lavar, en deus roëd dar c’hézec red hô izilli nerzus. Hô eubeuillen nalfent quet ta mirout ho zoaré nac hô c’horf el Léon, bro lec’h né gaver nemet nebeut a foën ha nebeut a guerc’h, ha lec’h né voëteer ar c’hézec nemet gât lann bil, panézou, guellien caol, pé ieotennou glaz, seurt boët ac hô zalc’ho ato pouner ha goag. A-hend-al, nebeut a gonnideien zo en eun doaré dober quézec red, pé quézec brézel, couzien a c’houlennont boët ha quempen mizus, né labouront nemet nebeut, tam avéchou, neller hô guerza nemet dhô fevar bloas ; ha, pad ar maré-zé, ellont caout droug, dré zigouez, ac a zigas aliez hô talloudégues da netra.