Pajenn:Pompery - Quelennou var labour pe gonnidegues an douar, 1851.djvu/202

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 202 —

clem aroc an nebeut a guézéquennet é vez da gaout ar marc’hou-zont, ben eun nebeut né vezint quet avoalc’h evit an niver vraz deus ar c’hézequennet a zeuint d’hô caout.


Mes ré zo c’hober evit ar c’houarnaman zo clasq ober evel ma tro en hô ben gronz. Ober réont evel pa vizent ô clasq caout é peb bro eur ouen envel, eb derc’hel eves quement ouen a renq caout é c’hiz Quelen var guellidiguès ar c’hézec.

é-unan, pa eo guir peb bro zo disenvel en é labour, er boëd ac en é zoaré. Eguissé, lec’h guellad quement seurt quézec er Franz, né réont matreze nemet hô fallaat ac hô zivaload. A-hend-al, ar marc’h red ac ar gazec pouner zo ré zisenvel en no c’hiz ma eller guellad ar ouen gât-hô en eun doaré mad ha padus. Ma réont avechou eubeullien mad, muioc’h a veller c’hoas zivar nezô ac a ziscoézont ar c’hemmesq divalo deus quiz an tad ac ar vam, en eur fesson quer fal, ma né zallont quet ar ré quarter. Mes bez eo é quement rum a vez varlec’h ar c’henta quemmesc, é veller ispicial loënnet fal ha dizoaré, péré quendalc’hont doc’h araoc quiz ar ouen côz, en oc’h diguémérout adereô tailler ar c’hézec scaôn. Evel ez eo bet lavaret, en oc’h comz var ben ar zaoud,