Pajenn:Pompery - Quelennou var labour pe gonnidegues an douar, 1851.djvu/200

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 200 —

clasquet, ar verzapla ; cetu trevoalc’h evit ancha mad hor gonnideien er poënt-zé.


Enchadures fal roëd da guellidiguès hor c’hézec-ni gât ar c’houarnaman.

Dre quézec ar c’houarnaman, alfemp guellaad calz hor ouen, pini zo quen divalo,ha quemmesquet quemend al, ma né zeuimp a ben dé vellaad gât-hi e-unan, nemet gât amzer, ben eur maré a-bel, ac en oc’h ober gât eur c’hendalc’h ac eur furnez ac hor gonnideien, dré goassa, nint quet gouest deulia. Ma Petra ober evit guellad hor ouen.

vizé casset é langonnet calz quézec juguellou doc’h ar ré vella, é teufemp buan dober eur ouen quézec labour scân, envel an eil ré doc’h ar réal ha quendalc’hus ; lec’h bremâ ar vescadurez gât quézec a bep seurt ouen en deus digasset quement a zizurz ac a zisméganz é touez ar c’hézec breiz, ma nouier quet mui pénaos hô annaout. Coulscoudé, daoust dar c’hémescadures gred dré marc’hou divroet a bep seurt, quenderc’hel a ra ar oen côz é c’hiz quenta dreist-ol, evel a veller avoalc’h en oc’h valé er foariou. An dra-mâ a ziscoez pé quer crê ez eo nerz ar boétach ac ar vro var doaré ar c’hezec e bep lec’h. Ar c’hézec red pé anter-ouen a réont bremâ tec’hi doc’h out-hô abalamour né plijont quet dar vaguérien ; couscoudé neus nemet tigas marc’hou envel dhor ré-ni, é doaré hô guellad ha roei gonnidégues dan tieien, ha lec’h