Digoradur gred er paluziou Penmarc’h.
Er paluziou penmarc’h, ez int deut a ben, nevez-zo dober douar mad en andréajou quen trézec-zé, betec neuzé dilézet. An duchennou ac ar guiscadou trez, lec’h nellent quet ober douar labour, a zo bet fermet da ré zo en douarou treut, pelloc’h deus ar moor. Quemméret a réont cals peb bloas, ac hé douarou segal, guelled er c’hiz-ze, a rô brema dezô guinizou ac eostou al talvoudus.
Rozel an aotrou Félix evit plenad an duchennou treaz.
An aotrou Felix, gonnidec a squiant, a blenna an duchennou treaz, en é zouar gonned var ar moor, er paluziou trezlez, anaouet ivez lannevez, équichen lesneven, gât eur rozel vraz ouarnet, oc’h pini a stag quézec. Ar penfec-zé, hanvet gat an aotrou Felix, ar c’hompézer, zo var c’hillorou ; dré eul loc’h a zo stag oc’h ar rozel, pini a sao ac a zisquen, ar c’hasser losq da grogui en douar pa gar, pétraman ez a aroc eb boulc’hen tam. Ar c’hompézer al laboura é quement douar, boez é laboura ac é vruzuna da guenta ; evid compéza mad an douarou pouner, eul labour, daou daol gât an oguet a zent leden ha daou gât an oguet al a zo red.
Digoradur an aotrou Crec’hquerault er palluziou Treslez pé Lannevez.
An aotrou Crec’hquerault, er memes paluziou, en deus calédet an treaz ha gred douar frouézus é ber amzer, en oc’h torri gât ar bal daou droatet donder. Digas a ra eguissé var c’horré eur c’henta guisquet bézin brein, en em gav ivé dindan an treaz, ac eun