Mont d’an endalc’had

Pajenn:Pompery - Quelennou var labour pe gonnidegues an douar, 1851.djvu/196

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 196 —

gred an droug. Al leaz al beza ruz ivez dre beza goanet ar vioc’h gât eur c’héliénen bennag. Pa zeo al leaz glaz, gludec pé fal é meur a c’hiz al, ned eoquet iac’h ar vioc’h.


Lec’h al leaz.

Ouspen guerz al leaz, ober ha guerza an aman zo eur c’hommers talvoudus braz evit ar vro. Evit ober aman mad, é zo red lacat al leaz en enl lec’h é doaré, quempen ha clouar, é péhini en em renevézo eaz an ear, Ar pôdou evit lacat al leaz rencont beza neat, digor ha baz, ma ello an dien pignel buanoc’h ha téoc’h var c’horré. Evid caout aman flour ha mad Aman.

dreist-ol, é renquer mesq ar ribot aliez ha divoal Doaré dé ober mad.

teurel dien leaz trenc é touez an dien al. Pa zeo ien an amzer, an aman zo tennoc’h da zont ; evit é caout buanoc’h, é lequeer en dro dar ribot palennou tom petraman tosteer anezan dens an tan, petraman c’hoas é souber anezan en dour dom. Ma gouez ludu pé saon en dien, an aman né zeuquet, na quen nebeut pa éaner, goudé beza chomet pel ô vesqui. Neuzé, é reer, var meaz, meur a c’hiz diod evit dont a ben d’oc’h ar sorceres. An descadures, dré ma gresco, a ziscaro eur vech bennag ar grédenno disquiantus-zé.