Mont d’an endalc’had

Pajenn:Pompery - Quelennou var labour pe gonnidegues an douar, 1851.djvu/194

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 194 —



Evès da lacad pa roer boëd glaz.

Divoal a renquer da roei ré a c’hlachen dar chatal, ispicial deus ré a droc’her da guenta, pa zint iaouanc ha goag c’hoas. Mard int glib pé troc’het dré ar glao, pé dré ar gliz, couéon ar voézellen glei al nem ziscoez a dol ; gât ar melchen ispicial é c’hoarvez aliez. Couéon ar boueellen glei.

Pa zigoues ar c’houéon, é roer dal loën eul loêiat pé ziou eus al louzou crê andvet alkali [1], en eur bôtaillad dour clouar. Derc’hel a reer al loën en eur c’hraou quentoc’h fresq evit ré dom, torcha reer anezâ ac é valeer gostadic. Rénévezi a reer al louzou. peb anter heur mar bez izom ; peurvuia ar c’houéon e za cuit en oc’h roei anezâ diou pé deir guech, ac avechou gât unan.


Eves da lacad en oc’h gorrô ar bioc’het.

Ar vioc’het dléont beza gorroed gât eves ; al leaz renq beza tennet doc’h ar vron ar pissa eller. Paneve-zé é viannaï peb a nebeut ; mes divoal a renquer, quement-sé, goasca ré oc’h ar vron, nac é vlonsa ; rac alfé gôri ac ober eur goal boan. Pa zigouez da eur vioc’h roei leaz fal, mesquet a goat, é dléer credi ez eo c’hoarveed, dré eur gaou bennag eguissé, lec’h credi an toussigui pé an aëret en défé dénet ar vioc’h. Cetu unan doc’h ar mil gaou a greder var meaz ; ha daoust né deus guellet dén an amprévanet-zé oc’h ober ; é zalc’her ato ar greden-zé, ha,

pa dal, ar plac’h é-unan, en oc’h gorô fal,en deus
  1. E caver gât ar marc’hadourien louzou.