Talvoudègues an oalen.
An ol loënnet a gav mad an oalen ; ma oufemp é implijout en hô boët é vefent grénoc’h ; an oalen vizé talvoudus braz ivez d’asta ar zaoud lard da guemer ar vagadurez.
Doaré boaza ar bioc’het da eva guellien.
Er goan, ar bioc’het hô deus muioc’h a leaz, pa roer dezhô guellien clouar, gât eun tamic bren pé brouscon poaz. Al loënnet nint quet boazet né fellont quet avechou eva ; mes dont a réont dé ziguémérout, pa zalc’her anezhô er c’hraou, eun deves pé zaou, gât boët seac’h, eb hô doura.
Penaos anavezer oad ar zaoud.
Oad ar zaoud zo eaz danavezout dré ma gouez an dent quenta ha goudé dré ma verra ar ré névé. Oc’h ar javed izella ez eus eiz dant peuri : ar ré greiz couézont var dro daou vloas ; an daou dosta, pé ar re gren tosta, nem zistagont étré daou ha tri bloas ; an eil ré gren, péré a zeuont goudé, étré tri ha pevar bloas ; en divez, an dent corn a gouëz étré pevar ha pemp ploas. Goudé an oad-zé é ouier, dré ma verra hô zent, pé quer côz eo al loënnet. Ar rizennou zo en dro dar c’hergniel ellont ivez discuil an oad, mes né réont quet quen guir ; eur vloas a lequeer dré peb rizen ; beg ar c’hergniel a verq tri.