Mont d’an endalc’had

Pajenn:Pompery - Quelennou var labour pe gonnidegues an douar, 1851.djvu/190

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 190 —

Couscoudé ar c’hiz guella da vaga al léou a zo matreze hô leusqueur var ar vam ; eguisse en deus gred ar saoz evit sevel ar oen quen caër al hanvet saoud durham. Credi reer dré gaou ez aï fal ar vioc’h ma renq maga é leuê : dré al lézen Doué ar mamou dléont roei hô leaz dhô ré vian, ha né vezont quet gaoued evit quement-sé ; em c’her ez eo bet gred an anaoudégues vad deus ar pez a lavaran amâ. Mes bez eus eur c’his fal var meaz, a zo diouéri ré abred doc’h al leaz al léou iaouanc, ha da roei dezo, Barz ar maré, foën, pânézou poaz, pé boëdou al ré grê evid hô oad. Ar bevanz-zé a déva hô cof spout, ac é rencont tasquigna ré abred ; al leou dizonnet éguissé a varvont Red eo boëta mad ar chatal iaouanc queit a mâ oc’h ober é gresq.

aliez pé c’héont da fal. Al léou iaouanc c’houlennont beza boëted mad queit a maïnt oc’h ober hô c’hresq, ma feller é raïnt hô c’horf mad avoalc’h ac é doaré caout ar vrassa daloudègues ; Couscoudé calz tieien né roont quet anter dar chatal iaouanc, evit roei muioc’h dar zaoud lard ha dar bioc’het leaz ; dré an dra-zé ispicial ez a ar ouen faloc’h fal.