Mont d’an endalc’had

Pajenn:Pompery - Quelennou var labour pe gonnidegues an douar, 1851.djvu/188

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 188 —



Ar vioc’h a zoug peurvuia nao mis ; al caout é leuê a barz ar maré-zé, mes aliessoc’h é za en tu-al. Boëted mad é renq beza queit é ma ô touguen ; éan a renquer dé c'horô eur mis dan nebeuta barz né vez é leuê. Paz eo troëd fal al leuê, ha pa chom ré-ir eb dont, ez eo mad clasq divec’hia ar vam, mes gât eves ; pa ma en doaré da zont eaz é-unan, ez eo guelloc’h leusqueur ar vioc'h. Divoal a renquer chench ré grê Eves da deurel pa zeu al leuê.

oc’h al leuê, ha teurel eves, pa denner var-nan, divoal laboura nemet dré ma labour ar vam. Avechou ean ar boan ac al labour goudé eo deut dour ar zac’h. Ma chom ar stal ré ir eguissé, é zo red ober eun dra bennag, pétraman al leuê alfé chom eni, ac alfed col ar vioc’h. Pa neuz den gouiec ebet é quichen, é galver eur c’higuer var meaz, izinus ha fur. An anaoudégues en deus gred, en oc’h laza, deus corf ar vioc’h, en deus e desquet peurvuia é doaré é zenna a boan ; guellet em eus an draze alies. Fal a réer pa né leusquer quet al léou déna al leaz lus ; mad eo da scarza hô boezellou. Ar ré a feller dizon, dléont Dizonadur al leou.

beza tennet digât ar vam ben daou zeves, ma nem boazint buanoc’h da eva doc’h ar varras. Rô a reer piz al leaz dezhô, evel ma teu doc’h bron ar vioc’h. Pa zeo deut crê al leuê, dan oad c’houec’h zizun pé daou vis, eller biannad al leaz, en oc’h lacad enan bleut eilz, avalou douar flastret, panez poaz, etc.