Mont d’an endalc’had

Pajenn:Pompery - Quelennou var labour pe gonnidegues an douar, 1851.djvu/184

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 184 —

a zo disenvel doc’h omâ dré é liou du pé briz. El Léon é veller nebeut a eugennet ; mes dizoun a réont calz, er vro-zé, da verza cren dar c’hernévot. Ar zaoud braz é caver stang en arrondissamant castellin ac é darn deus a ré guemper ha quemperlé, zo saout Léon.


Saout Keraès, pé saout cren.

Ar ouen saout zo é tro Keraés a veller ivez en darn dosta deus ar Morbihan ha deus ar Côtes-du-Nord, pé ouen cren, ganet ha maguet é prajeier quer mad, dré béré ez int morvad quercoulz en hô c’hiz, a zo ruz en é liou, pé ial, avechou mesquet guen, evel ar seurt discoëzet bremaic. Eugen ar ouen-mâ zo uelloc’h ha ponneroc’h evid ini querné. Izelloc’h evid an eugen léon, ez eo guelloc’h evit-hâ en é zoaré, ha dré déoder é c’hiq. Bez eo é meur a fesson envel doc'h ar ouen durham, ac eller credi en em vesquéfé gant-hâ gât talvoudégues.


Ouen vian pé saout querné.

Ar ouen vian deus a guerné zo du pé briz-du en e liou. Corfet brao eo, ber ha tost dan douar ; quiq