Mont d’an endalc’had

Pajenn:Pompery - Quelennou var labour pe gonnidegues an douar, 1851.djvu/182

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 182 —

Disquian- tégues an tieien ; mirout a réont ar falla léou.

tieien, en hô disquiantégues, hô deus ar c’hiz fal da spaza hô léou guella, en oc’h credi é raïnt guelloc’h saout, ha da verza dar c’higuer an oniri vrassa ac ar guella corfet : Evit eur gonnid bian da gaout doc’htu, é collont an talvoudegues da zont. Evit enebi gât digouez mad oc’h ar c’his fal-zé, ez eo red alia a ré zo ô vaga, dré gajou mad ha roët gât eves, da virout ar guella léou evit crescadures ar ouen, ha dhô vaga mad qué né vezo peur gred hô c’hresq. Pa reer, dré zisquiantéguez, abaoé queital, ar pez a eller evit cas ar ouen var falla, marb eus eun dra souezus, zo gouezout penaoz nint quet goassoc’h distéreed, penaoz hô deus allet nem zerc’hel c’hoas quercoulz.


Meur a ouen saoud en départamamt.

Meur a ouen saoud zo en départammt ; alfent beza rannet é tri seurt quenta : saout Léon, pé ouen vraz ; saout keraès, pé ouen cren ; saout querné, pé ouen vian. An tri seurt-zé hô deus hô envelep en départamanchou dosta. An doaré a zisenvel ar saout Saout Léon pé ouen vraz..

Léon doc’h an diou ouen al, zo muioc’h a zao ; al liou ruz, avechou mesquet guen ; ar ben ir, an diviscar ir ha moan, ar c’horf esquernet gourd ha divalo aliez en é c’hiz. Bez eus, étré Brest ha Conq, eur seurt al,