avoalc’h loënnet eguissé zo en doaré nem larda buan ha dimizus ; mes tamal a reer dezhô ez int fal dal labour ; eun dra dieaz a véfé domni ; abalamour a c’houlennomp labour gât an eugennet barz hô rei dar c’higuer ; mes an tamal-zé é reer ré abred matrézé ; an anaoudegues doc’h an dra-zé ned eoquet gred avoalc’h c’hoas ; ar greden-zé ned eoquet bet roed da vir dré gouiégues, ac ellomp credi ez eo eur gaou, rac an terer anter-gouen hon eus er vreiz, zo crê ha nerzus dreist-ol.
Diver deus ar pez a zo bet discoezet quent.
Evit lavarout a ber comzou ar pez a zo bet discoëzet kent, é gav din eller credi evit guir : 1° an tiec dister, pa né deus nac arc’han na boët, é vezo fur en oc’h derc’hel é ouen, evit é guellead é-unan, dré gresqui ada bevanz ha mirout ar guella loënnet da ouenna ; 2° goal chançus eo clasq guellaat hor ouen-ni dre tirvi divroet, quemmeret eb squiant ; 3° red eo gouzoud ober ar c’hemmesq-zé gât eves, squiant ha kendalc’h, en oc’h divoal ober en eur c’hiz brel, ispicial diguemmérout peb eil tro, evit guellad ar ouen, meur a loën disenvel an neil doc’h éguilé. Ar c’hemmesq gât ar ouen durham vizé ar buâna tu da vellad hon ini ; mes neus nemet ar c’hiz guellad ar ouen gâti e-unan ac al beza digueméret gât an darn vrassa deus ar gonnideien douar ; ober a re gostatoc’h ar guellidigues, mes talvloudus ha dimizus eo. Goassa zo, hor