Bioc’het daou-anter zo étro Brest.
abarz gouzout, lavarout né oaquet mad ar seurt-mâ : an anaoudégues en deus discoëzet trevoalc’h, quercoulz er vro saoz ac er franç, é tamallent ar ouen-mâ, a enep Leazec eo ar ouen Durham.
ar virionne ; ac ar bioc’het daou-anter é caver quichen brest, eguis em eus lavaret, né gollont tam, evit roei leaz, gât ar ré vro. Couscoudé, bez eus etoez ar bioc’het durham, evel ez eus etoëz quement seurt, loënnet guelloc’h da ziguemmérout magadurez, réal guelloc’h da deurel leaz. Pa zigasser en eur vro eur c’holé durham, evit guellaad ar ouen, é dleer lacat eves da gaout anezan doc’h doaré an ezommou, ervez ma reer enô leaz pé quiq ; mes, peurvuia, ar ouen durham zo dreist ol, pé da rei leaz pé da larda. Eller, eguist a feller, caout leaz diout-hô pé magadurez, en oc’h c’horo pé en oc’h leusqueur ar bioc’het ô tileza.
Doaré ar saout Durham.
Ar ouen-ma, gred dré izin ac en oc’h lacad ar squiantussa eves en dibab an tirvi ac ar bioc’het, zo dreist-ol en e c’hiz, dré biander é esquern, téoder ar c’hic, tro é gorf ac izelder é zivisquer. Credi reer