anter gât tirvi dreist-ol deus ar ouen quemmeret evit guellaad eben, quen né vezo bet diout-hô loënnet da quenderc’hel mad doaré an tad ; ma rofed dar bioc’het daou-anter tirvi falloc’h evit-hô, alfed fallaat ar ouen goassoc’h evit né oa abarz ar c’henta quemmesq.
Ar ouen saoz Durham dreistol evit guellad ar ré-al.
Ar ouen saoz durham, lavaret ivez ouen quergniel ber, zo quer caër ma nalfé nemet guellad calz quement seurt a vezo quemmesquet gât-hi [1]. Ar ouen durham, savet gât ar saoz Colling, pini zo leazec ha buan da ziguemerout ar c’hiq, zo ar Ar ouen saoz Durham ar guella ini da guellad an-ini.
guella ini evit guellaad ar oen-ni ; bez so ivez ini a zo bet mesquet gât-i gât ar muia talvoudègues. Bez eus bremâ, é tro Landerné, Guipavas ac é tro Brest, é parres Sant-Marc, maréadou bioc’het daou anter durham, deut deus an tarô metellus, pini zo lazet pevar bloas-zô ; Guelloc’h ez int evit ar bioc’het bro an
hô c’hiz. Evit beza leazec, dré gaou ez eus bet fellet,- ↑ Goal chans ellont c’hoarvezout pa zigasser eur vioc’h toc’horic d’eun tarô ré vraz. Couscoude, rencout a reer é lavar aliez, ar ré nhô deus nemet bloc’het toc’hor ha biannic. né dleont quet credi é vellaïnt hô ouen dré guemmesq : Eun tarô ré bouner ha ré vraz an ol né ouennoquet caër gât eur vioc’h vian, ha né vezo quet eb goal chans evit-hi a vezo tarvet gât-an. En divez, é quement lec’h e zeo prim ar bévanz, é véfé disquiantus clasq guellad dré loënnel divroet ; red eo neuzé guellad ar oen gâti é-unan da guenta, en oc’h lacad muioc’h a eves evit dibab ha dizonna al léou a feller mirout evit gouenna, ac en oc’h ada bévanz dezô.