Mont d’an endalc’had

Pajenn:Pompery - Quelennou var labour pe gonnidegues an douar, 1851.djvu/174

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 174 —

quemmesqui diou ouen disenvel, a rabat a vez an tad ac ar vam ré zispar en hô c’hiz ; couzien, dré guir, al lêou a vezo zivarnezô douguint ar c’hemmesq divalo deus doaré an eil ac eben,


Fal eo ober eb squiant quemmesq ar ouen bro gât tirvi divroet.

Ar Vro-Saoz en deus ar c’haëra ouen anavezet é peb fesson ; mes bet hô deus enô ar furnez da virout quement ouen vad, eb hô quemmesqui, da nessaat ato étre-z-hô ar guella loënnet, dober ar guellidigues gât loennet ar vro. Er vroiou al ez eo bet quemmesquet peb gouen ; doc’h ma eo digoued, guéllit péré zo bet ar fura !

Er Breiz, ez eus gred, abaoé eun nebeut bloavechou, meur a guemmesq ac hô deus falleed calz ar ouen, dré ober eb squiant, eb gouzout mad, en oc’h quemerout avechou eur seurt, avechou eun al ; en oc’h vont deus an tarô saoz dan ini anjou, deus ar oen anjou dar oen suiss, etc. Neus netra falloc’h evit an dizurz, ar c’hiz brel-zé da vesqui peb gouen. An Penaoz é renquer ober evit chench gouen dré guemmesq.

tiec fur, ac en dhô calz boet, pini en dhô c’hoant da chench ouen ar vro evit eun al guelloc’h, renco mesqui é bioc’het gât ar seurt divroet guella en é zoaré, ha caout an eves da c’holo ato é biochet daou