Mont d’an endalc’had

Pajenn:Pompery - Quelennou var labour pe gonnidegues an douar, 1851.djvu/172

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 172 —

ô vont da fal creiz al lannéger querné ; hô lêou, boëteed eguis é saver er c’harter, n’hô deus quet allet ober hô c’hresq, ac aliez né zallient quet ar ré guerné diguemmesq. Eguissé c’hoarvezo ato en oc’h clasq guellad ar ouen eb squiant, er vroiou diboëd, lec’h né vella tam gonnideguez an douar ; mes, querquent ha ma vellaï al labour an douar, quement ouen loënnet vellaï ivez dré nerz ar boëtach é-unan. Neuzé hô pezo ar c’henta danvez evit guellaad ; ac, en oc’h Guellidiguès quement ouen gat-hô hô-unan.

teurel eves da glasq evit gouenna ar guella loënnet, tadou ha mamou, deus hôr ré, é vellaïnt é peb lec’h hô-unan ; quenderc’hel a raïnt hô zoaré, hô envélidigues, ha mirout a réor deus ar guemmesq fal ha divalo a zigouez ato pa glasquer loënnet disenvel en hô c’hiz deus ar ouen a feller guellaad.

Ar c’hendalc’h, ar badelez deus an doaré quement ouen côz zo quen nerzus, ma veller nem ziscoëza aliez, pa guemmesquer diou ouen, pel var lec’h ar c’henta rum, an doaré fal coulz ac an doaré mad deus an tadou ha deus ar mamou quenta, da lavarout an doaré quemmesquet, deus tadou an tarô

divroet ha deus tadou ar vioc’h bro.[1] Pa feller ta
  1. Peguement a gol né zigouez quet gât unan en oc’h clasq chench eb furnez peb ouen côz ! Eguissé eo, evit discoëz eur c’helen doc’h an dra-zé, ez eo bet chenchet eur ouen vad, tro rostrenen (Cotes-du-Nord), evit caout eur seurt beuc’het pennou guen, goal zivalo, dieaz da vaga, ha calz izeloc’h da rei quic in da rei leaz evit ar ouen diaguent.