Al lan.
Al lan zo eur boët mad meurbet, ac a zeu en douarou falla. Talvoudus eo pa ziouer ar boëdou al, péré né zeuont quet é quément douar, nac ato da vad. Mad meurbed ez eo d’ar c’hézec ha dar zaoud, er goan ; mes pilet a renq beza guelloc’h evit ar ré-mâ. É ada reer ivez en douarou tom.
Avechou é c’hader lan en douarou tom ; ada reer anezâ etoez ar goan pé it meurs. Peurvuia, hon eus goaremmou avoalc’h, ô roei lan, evit dellout ar poan dé ada en douarou it. Ada reer lan ivez var ar c’hleuziou (ispicial el léon), pé gât segal-mar, er goaremmou. Ouspen ez eo talvoudus braz da voeta al loënnet, al lan zo c’hoas goal vad dober tan ha dober teil.
Guella maré da falc’ha ar foënneier.
Hor foénneier falc’homp ré zivezad, qué né vez caledet ar ieot ha coulz lavar ân an ad ; guelloc’h a véfé ar foën, ma é zroc’hfemp en é blun. Ar prajeier dléont beza falc’het an toussa ma eller. Ar foën troc’het né zlé quet chom ouspen eun deves var é rest, nemet an amzer fal a zalc’héfé é leusqueur irroc’h ; goudé é direster ac higer mad dan eol, teir guech Doaré eosti foën.
bep dé dan nebeuta. Querquent ac an, eil deves, eller peurvuia é sevel a bernouigou evit an nôz ; goudé é cresquer ar berniou, dré ma teu da scanvad ha da