goulen a ra douar douç, ha trempet dru ; padout a ra nebeut. Ar raygrass bro-saoz a zo eassoc’h da gaout, couzien né c’houl quet quer coulz douar. Ieotennou al mad dober prajeier a ber amzer.
— Bez eus c’hoas ieotennou talvoudus, ma adfed anezô, dober prajeier a ber amzer ; bez int ar ieoten pennou téo, pé ieoten vraz, louzaouen prim, ac a rofe abred eun droc’h fonnus, pini nem blich guelloc’h en douarou priec ; goude, ar ieoten pennou guen, louzaouen divezatoc’h, mes pini a zeu quercouls en douarou losq ac en douarou creô, pa vezont labouret mad. Ar ieotennou-mâ é gaver er griennou tiriennet zo en dro dhor parqueier ; adet toëz idou meurs, alfent biannat an douar laquet peb bloas dindan melchen, pini né zeufé quet quen aliez en dro. Al louzeier-mâ a rofent meur a zroc’h ; en oc’h teurel var-n-hô tremp poultrec, ludu, etc., pé eul livadic bennag a teil vrein ha bruzunet, é cresquéfed hô nerz ac hô padélez. Ar ieoten vraz, lavaret c’hoas er brezonnec, eioten gallec, ieoten en nôz, a zeu buan ha dru ; en oc'h é ada evel ar melchen, é vize quer founus dan nebeuta ; néan al louzaouen vad-zé da laboura nemet maré ar scorn, ha bé vizé talvoudus meurbed en hor vro, lec’h nellomp quet caout ar ieotennou é vez adet meaz ar breiz da voëta al loënnet.