Pajenn:Pompery - Quelennou var labour pe gonnidegues an douar, 1851.djvu/16

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 16 —

an eôl. Abars ar goan, é squigner var c’horré eur guisquet teil brein, ac é teuller var-n-an ad foen ; eller ivez é varrat ac é poad ma gaver guelloc’h ar c’hiz zé ; mes mad eo terri ha bruzuna an douar abarz squigna al ludu toualc’h, var pini teu peurvuia eur guisquet ieot dru, ar c’henta bloavez. Ma né gaër quét dour a dost talvoudus da zourad ar foennec, e teiller bep tri bloas, gât mannou gred er c’harronchou en oc’h zigas enô lann, deliou, pel niet, etc. Pannéfé-zé an toualc'h en em zissec’h ré, a bloavechou zo, evit roei foën fonnus.


An toualc’h mad d’ober meur a dra.

An toualc’h alfé c’hoas beza talvoudus goudé ma eo bet tennet, evit cresqui an teil, eguis a vezo discoëzet divezatoc’h ; al beza impliget ivez d’ober tân. Evit-zé, é vez gred moudedou é doaré ar moudedou quivigiri. Bez eo eun tu, er vroiou lec’h eo prim ar c’heuneut da espern an teil a vez impliget, gât quenebeut al a squiant, dober moudedou beuzel da lacat en tan.