Melchen ruz.
Ar melchen ruz zo abretoc’h evit éguilé. Né ro nemet eun droc’h, mes founus eo, ac eller lacad var e lec’h, er bloaves-zé, eun eost it-tu, betterabes pé irvinou. Ar seurt-mâ en deus an talvoudegues da Dont a ra en douarou dister.
zont mad en douarou nostamant trempet, ha labouret é doaré ; carout a ra zoquen quentoc’h douar eun tamic scan evit douar ré grê ; couscoudé dont a ra é quement douar. Ar melchen ruz zo eun dra vad, en oc'h é droc’ha pa zeo tenner c’hoas ha pa mâ ô tigueri é blun ; mes ned eo quet couls ac ar seurt al. Pa c’hader anezâ divézatoc’h evit ar pemzec té quanta eus a vis guengolo, ez eo chançussoc’h, abalamour, dré an dousder, er maré-zé, ar melvet labouront goassoc’h ; hasta reer ta dé ada querquent a ma gasser doc’h ar pare an eost var lec’h pini a vezo laqued ; eul labour ac eun tol oguet a guempen an douar mad avoalc’h. Ada reer var dro tregont lur dré zeves arat, ha golo a reer gât ar bôt drein pé gât an oguet eguis ez eo bet discoezet bremaïc.
Luzern
Al luzem zo ar guella ac ar founussa boët loënnet alfed caout. Ar ieoten-zé pad meur a vloaves eb tanoad ; mes goulen a ra douar pinvidic ha condon, péini na zalc’h quet an dour a zindan. Nalqnet ta dont da vad en hon vro ; an dra-zé zo discoëzet avoalc’h dré meur a-ini ac hô deus essaeet, meur a vech, caout luzern. Couscoudé, dont a ra mad e craon ac é quément