Pajenn:Pompery - Quelennou var labour pe gonnidegues an douar, 1851.djvu/156

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 156 —

gât eur bôt drein, poëz var-nan, oc’h pini léqueer eur sparl evit staga eul loën. Pa ader melchen en nevez-amzer, var it goan, e reer abarz né vez deut ré zru. Mar bez sec’h avoalc’h an douar, er mis meurs, é frozer da guenta ar pouloudou gât ar ruilléres, da gaout eun tamic douar roëz ; ada reer goude ha golo a reer gât ar bôt drein. Eller ivez goloi gât an oguet vraz, pini a sterner var é c’hiz, pa zeus out-hi dent cam, evit mirout digas an ad ré zoun, pa eder etoez it meurs.


Ada reer melchen toëz an it-tu, pa zeo ed cuit ar ré adet gât an idou meurs.

Ar melchennou né zeuont quet avechou, pé mont a réeont cuit goudé beza glazet stanc avoalc’h ; avechou vezont drebet gât ar melvet, péré zo a berniou a bloavechou zo ; neuze c’hader a nevez, é mis even, toëz ar guinis-tu, evit caout ini al. Eller c’hoaz ada é mis eost, pé en devechou quenta eus a vis guengolo, en oc’h quemmesc eun nebeut segal étoëz, da goasquédi ar melchen iaouac er goan ; mes, er maré-zé quen divezad, eun taol chançus eo evit-an da zont da vad ; troc’ha reer an daou seurt var eun dro, pa int deut ir avoalc’h. Ne deo quet mad ada melchen ré a]ies en eun douar, bep a bemp pé ouec’h loas dan aliessa en douarou nostamant ; pa labourer gât squiant, léquéer anezô toëz an id a zeu varlec’h ar brouscon c’hoennet.