dar ben, creis peb erô, ac a zigas an dour en anchou a-dreuz, gred ed a ed ; dens an daou du, sâniou al a-ben a zigueméront an dour ac é scuillont a led é peb lec’h. Doura reer peb eil trô quement darn deus an êrô, en oc’h lacad tamou tirien é beg ar sâniou lec’h a feller éan an doura, péré a zigasser da stanca lec’h al, pa feller doura a nevez. An anchou a-ben, an eil a euc’h éguilé, dléont, ar muia eller, scuilla a ed queit a ma pad an dour ; né zourefed quet en doaré-zé, ma é losquéfod redec eb arz ebet betec ar pen-al, en oc’h clasq doura muioc’h doc’h tu evit neller ober gât an dour zo.
Droug a ra ar chatel en oc’h bressa ar prajeier er goan.
Né dleer quet cas al loënnet da beuri er goan, er prajeier glib ; en oc’h bressa ha pilpassa, queit a ma chom an dour ené, é réont calz droug. An douar gôz a dlé beza lédet abarz an névé-amzer. Talvoudus En névé-amzer ez eo mad cloẽda ar foenneier evit lemel ar c’henvi ha cas an tremp da gaout ar ieot.
eo ivez cloëda ar foenneier er maré-zé, ha da lacad goudé var ar prat eur bôd drein creô, var pini é lequeer poëz. Avechou reer gât ar bôd drein ep quen ; er guissé refresquer an tirien ha lemmer ar c’henvi zo oc’h ober gaou outâ ; bez eo c’hoas eun