Mont d’an endalc’had

Pajenn:Pompery - Quelennou var labour pe gonnidegues an douar, 1851.djvu/148

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 148 —



Red eo divoal doura ar prajeier abarz veza deut a ben da zizoura tré an dour sac’h a zo en douar.

Implich an dour glaoéger da badout nebeut.

Peurvuia é tilézer tenna talvoudegues eus an dour glaoeger né zeuont nemet a maréadou, péré vizent mad da vellad ar foenneier, en oc’h hô digas enô var éon, pé goudé e vizent bet dalc’het en eul lenn evit hô implijout erves an ezomou.


Doaré al dizac’ha ha doura.

Cetu eun doaré evit dizac’ha ha doura gred en départaman ar Vosges : lacat a reer an douar a irvi braz, evel dada it ; ober reer, pa elleur, al labour-zé gât an allar, en oc’h teurel eves da grouma muioc'h an irvi ; compeza reer goudé an daou du gât ar var. Ar c’hiz-zé zo mad ispicial er ieunou, couzien an anchou a reer étré an irvi, a zizec’h an dachen ac a zigas é méaz an dour doura. Eun ant a zigorer pen