Mont d’an endalc’had

Pajenn:Pompery - Quelennou var labour pe gonnidegues an douar, 1851.djvu/146

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 146 —

An doura.

ha né vellaont quet ato hor foenneier ; eller caout dour druoc’h. ha, tomoc’h en oc’h destum anezâ en eul lenn, barz é leusqueur var ar prat ; pa vezont chomet daou pé dri deves ellenn zé, é vezont clouared ha guelled ; dont a raïnt mad meurbed en oc’h teurel ebarz déliou guez pé traou al envel, ha guelloc’h c’hoas teil, dour teil, pé loënnet maro. Evid doura mad, é zo red compessa da guenta ar prajeier Adal al lec'h uella, é reer anchou queit a queit an eil deus Quiz doura.

éguilé, péré a vezint digasset a dreuz néil a iz éguilé ; sulvuia a boëz traon a vezo, sul dosta é vezint gred. Avechou vezont gred ivez a ben pé a soubl. Ar vrassa eves da lacad, en oc’h ober an anchou, zo digas an dour var quement lec’h uella ha mirout né red ré vuan. Evit-zé, é reer, éguis a feller, ed a ed, en anchou sôn, pé soubiet, arzou gât tamou tirien ; an dour, dalc’het deus an eil arz d’éguilé, a red gostatoc’h ac eb toula ar prat. An anchou gred evit digas an dour er prat, vezont toulet var eun donder ac eul ledander braz avoalc’h evit an dour é rencont digas ; mes an anchou doura dléont beza bassoc’h ha troc’het a blen deus tu a scuil an dour, ma ello scuilla a led é peb lec’h. Pa zeus nebeut a boëstraon, an anchou dléont beza gred eun tamic a soubl ; en divez, en douarou na ré sôn na ré blen, é reer, doc’h ma ziscoës squiant an ini zo oc’h ober, an doaré quelennet evit ar prajou a saoiou ac evit ar ré gompez.