Mont d’an endalc’had

Pajenn:Pompery - Quelennou var labour pe gonnidegues an douar, 1851.djvu/140

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 140 —



Quiz al da c’holô ar berniou brouscon griouennec.

Ar brouscon goloed en doare zé, ne nem dommont quet, éguis a réont avechou er berniou goloed a zouar. Evit mirout ar plouz, em eus goloët ar bloas-mâ ar berniou e guis al : laqued ez eus bet, doc’h peb tu deus ar bern brouscon, eur guisq orzennou raden ; var c’horré ez eo bet squillet eur guisq téô a pel guinis, ac ar bern a zo bet peur goloed deus eur fesson toèn balan bennac, ac a zisquen betec an traon. Evit mirout né iafé an dour glao é bars, dré an ein, ez eo bet savet, gât ar bal, pen dar ben, eur rizen prî, evel ar môdel a léqueer var ein an tier. Eb Ar c’hiz bernia e mez a zo red eulia evit cresqui ada brouscon griennec.

an doaré miridigues-zé, nalfemp quet cresqui ada plantennou brousconnec er vro ; talvoudus é véfé ta squigna ar c’hiz-zé etoëz an dud, pa eo guir ez eo dianavet tré.


Seurt brouscon ellont chom pad ar goan en douar.

Bez eus brouscon ac ellont chom en douar pad ar goan eb droug ebet ; da lavarout ar panézou, an irvinou-rutabagas, an irvinou bro ac ar c’haol. Emâ, da lavarout mad, né dléffé quet beza rannet é renq ar ré-m-al, pa eo guir néquet dré e grien, mes dré é zeliou ez eo mad dal loënnet ; mirout a reer anezô avechou, el léon, goasq eur c’hleuz bennag, troëd Penaos a virer ar c’haol doc’h ar scorn.

er c’hreisté : heda reer ar c’haolennou var ar grien, ha golo a reer hô griou a zouar ; en doaré-zé, an deliou nhô deus droug ebet oc’h ar scorn.