Pajenn:Pompery - Quelennou var labour pe gonnidegues an douar, 1851.djvu/14

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 14 —



An it-tueger é deuont mad ispicial en douarou scân.

An douarou scân plijont meurbet d’an it tu, abalamour ma quemmer cals doc’h é magadurez en ear ; ha né c’houl deus an douar nemet an eazaman da rédec é griou. An douarou scân c’hollo var dro an daou drédéren deus an départaman. An douarou menez zo peurvuia deus ar seurt-zé, ac ar vrassa darn deus ar c’hreis pé deus an diabarz ar vro.


An toualc'h.

An toualc’h é nem gav er stanquennou laguennus elec’h a zac’h an dour ; an toualc’h, da lavarout mad, ned eo quet douar, mes eur guisquet téo a louzéier dourec, anter vrein, péré a c’hlazont ac a varvont peb bloas abaoé ar c’hantvédou. Ar guisc louzou vrein zé a lonq cals dour, zo goal spouezus, caout a reer enô laguennou ha toullou gurun, lec’h a chom a vechou al loennet a losquer er meaz.


An toualc’hennou é rencont beza dissac’het dré goachou, toullet ac anchet gant squiant. An duchennou pé c’houézedennou, savet gât an dour, andvet ivez toullou gurun né zaléont quet da izellaat ha da caléteat paz eo bet enchet mad ar goachou dissac’ha.


Doaré ober foënneier en toualc’hennou.

Eller goudé ober eaz foeneier mad en toualc’hennou-ze disséc’het. Evit zé e troer an douar gât eun allar crê ; goudé é drailler gât an oguet pé gât ar var, ma vellaï dré ners an ear ac