Pajenn:Pompery - Quelennou var labour pe gonnidegues an douar, 1851.djvu/136

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 136 —

cadou, Eur c’hiz fal eo lacad caol e toëz ar panes. abalamour é réont gaou oc’h ar panezou a zigouez dindan hô. Lacad a reer é mis querzu, caol etouez ar guinizou, en douarou dreist-ol ; cresqui réont mad avoalc’h, goudé eo bet medet an it, ha rô a réont eun nebeut brao a zéliou.


Doaré bernia ar brouscon é meaz dhô nem virout loe ar goan.

An tieien a zeufent dada cals brouscon c’hoënnet, nalfent quet caout lec’hiou goloët avoalc’h evit dastum quement-zé. Mirout a reer anezé é meaz en oc’h hô bernia en eun doaré squiantus. Ar berniou zont é vezont gred er parc, er pors, el leur, pé lec’h al, en oc’h evessaad doc’h ober goasc eur c’hleuz pé eur vogueur, lec’h né scoquet an avel Coalorn. Er vroiou lec’h a vez cri ar goan, é touller an douar, evit azéa ar bern, tro pemp pé c’houec’h meutet donder, ac a ledander tri droatet bennag. Bernia reer goudé ar brouscon, en oc’h sarra peb a nebeut dré ma sav ar Berniou goloet a zouar.

bern ma nem gao, pa vezo peur gred, envél doc’h toën eun ti, zivar c’horré. Toulla reer, tro var dro, amchou bian, eun tamic dounoc’h evit an toul gred dazéa ar bern, ma choumo sec’h ato ha ma ello an dour glao redec cuit. Teuret a reer goude eur guiscadic plouz var ar brouscon berniet éguissé, ha sevel a reer var-n-an an douar tennet doc’h an toullou ; moustra reer goude gât ar bal, evit mirout né frozéfé gât ar c’henta glao.