Mont d’an endalc’had

Pajenn:Pompery - Quelennou var labour pe gonnidegues an douar, 1851.djvu/130

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 130 —

dra gaër er vroiou lec’h eo ré zister an douar evit caout pânes na betterabes. Ar c’harottes c’houllennont teil dru ha brein. Tost dar moor, lec’h ez eus douarou quer pinvidic al, ader anezé, en nevez-amzer, toëz al lin ac an idou meurs.


Irvinou rutabaga, ha caol irvin.

An irvinou-rutabaga, péré zo envel avoalc’h doc’h ar c’haol-irvin, zo eur seurt al couscoude. Ar pez a zisenvel anezo zo al liou mélen deus ar c’henta seurt, elec’h an eil a zo guen. Ada reer an eil oen ac eben eguis ar betterabes : transplanta reer anezo pé hô ada reer da chom é renquennadou. Ar maguérézet evit transplanta é vezont gred ivez er mis meurs. An irvinou-ma c’houzâont guelloc’h beza transplantet evit né c'houzâ ar betterabes ; peurvuia ivez é heulier ar c’hiz-zé pa léqueer irvinou-ratabaga ha caol-irvin. Ar c’houilet du a reont alies cals droug dezo, evel a Droug ar c’houilet du.

réont da guément seurt-irvin al ha dar c’haol. Evit mirout ar vaguérézet outo, é squigner ludu, râz, ha guelloc’h c’hoas uel mogued. Ar rutabaga né réont van oc’h ar scorn ; ellont chom pad ar goan en douar eb droug.