Pajenn:Pompery - Quelennou var labour pe gonnidegues an douar, 1851.djvu/126

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 126 —

ar c’henta c’hoenna ; dan eil, é tanoer ar rizennou lec’h eo ré stanc ar panes ; neuzé dléer piguella mad gât ar var.


Doaré ober an douar panes.

Ar panezou né zeuont quet mad eh douarou pouner, pa nint quet bet labouret ha roessed avoalc’h. Peurliessa, é vezont laqued var tirien troed barz hô ada, var eul labour ebquen. Evit ober mad avoalc’h al labour-zé, é léquéer daou allar : ar c’henta a ziblusc an tirien ac é zol en ant ; an eil a dol eur bom téo varnan, é doaré goloï mad ar glachen. An ini zo oc’h an allar aroc, a zlé soubla neza a glei eun tamic evit leusquer eur riblenic tirien tost dan ant, rac nequet red é droc’ha pa guir a vezo tollet a iz gât an eil allar, ha goloed oc’h téoder ar bom.


Eul labour barz ar goan a zo red en douarou louz.

Pa ader ar panézou en eun douar leun a louzeier dieaz da zioenna, é zo red roei eul labour barz ar goan, evit netaad ha roessaad anezâ. Abarz ada, e