Mont d’an endalc’had

Pajenn:Pompery - Quelennou var labour pe gonnidegues an douar, 1851.djvu/122

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 122 —

traou al da voetta ar chatal ; en eur fesson al, éguissé eller c’hoas espernout ar boédou al, barz ar goan, pa eo prim ar bevans. Eller querquent ac ar mis eost, gutuil deliou betterabes, en oc’h teurel eves tenna nemet ar ré zo ô véléni ha soublet oc’h an douar.


E peseurt douarou eo mad ada betterabes.

Ar betterabes c’houlennont douar dru, roessed ha trempet mad ; né zeuont quet caër en douarou scan, nemet trezet é vezont bet a belzo ; mad int dreist al da voetta ar chatal ; ar c’hézec hô nem voaz ivez outô ha guellad a réont gât ar seurt boët-zé.


Panézou.

Ar panes né zeuquet en douarou fal ; mes né c’houl quet a teil, ha talvoudus braz eo en doaré ma c’hlaz ato, nemet fal a vez an ad. Peurvuia, é rénévézer an ad peb bloas ac a brenner doc’h an ezom er marc’hajou. Ar c’hiz-zé zo mad meurbed ac en tu gât ar c’hélennou gred uelloc’h ; mes evit ober e doare, é renquer clasq ad deus ar guella quarteriou, leun avoalc’h ac eosted mad. Evel quement brouscon Talvoudus eo ada ar panézou é renquennadou.

griouennec, ar panézou dlient beza adet ato a rizennou, ma vefent eassoc’h ha dimizussoc’h da c’houenna. Meur a vloas zo é c’hadan er c’hiz-zé ; darn eus va amezeien en deus gred evel don, ha bet hô deus, el labouriou c’houenna, gred gât ar var, daou trederen nebeutoc’h a boan ac a zalc’h, evit pa adent eguis al. Mes, evit teurel éon avoalc’h an ad en an-