Mont d’an endalc’had

Pajenn:Pompery - Quelennou var labour pe gonnidegues an douar, 1851.djvu/120

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 120 —

mes neller e zigas nemet étré ar renquennadou edet a trivec'h meteut d’an nebeuta. Pa ader var irvi, é ranquer caout tri dada : unan a ra toullou gât eur var, a zaou veutet donder bennag ; eun al a dol an ad, ac an drede é c’holo. Eves a renquer lacad da eulia an éona eller an ad discoëzet ueloc’h evit transplanta ar betterabes. Maré ar sec’hec’h, é reer dan ad quellida quentoc’h, en oc’h é gliba en dour, daou zeves abarz ada, ac en oc’h teurel goude ar ruilleres var an dachen. Evit caout guelloc’h betterabes, squigner var an toullou, pé en anchou dan ed discoëzet, eun nebeut coc’h quézec, pé teil côz, ludu, ludu du, pé tremp al brein ha bruzunet ; ada reer goudé ha golo a reer an ad gât eun nebeut douar.


Maré lenna ar betterabes.

Pa hô deus gred ar betterabes bian pidir pé bemp dellienen, né leusquer nemet unan é peb toul ; c’hoenna reer diou vech dan nebeutta barz né veo deut ar maré d’hô zenna, ar pez a reer é mis éré ; velato ar betterabes ellont chom en douar betec mis querzu, pa léquer var hô lec’h it meurs, er vroiou tost dar moor, elec’h né scorn quet dober gaou outô. Eller gutuil an deliou evit boetta ar zaoud.

Eguissé eller caout iroc’h an deliou da gutuil, péré, eb beza magus avoalc’h, zo talvoudus braz, var an