Mont d’an endalc’had

Pajenn:Pompery - Quelennou var labour pe gonnidegues an douar, 1851.djvu/118

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 118 —

Faou, ac a léquéont ivez ar verquéres var quillorou gât poez dé laquad da grogui ; eur penquézec a stlij anezi ac eun dên zo oc’h é derc’hel éon ; éguissé reer quercouls ha buanoc’h.


Doare ada ar betterabes da chom.

Ada doc’htu da chom zo ar guella doaré da eulia ; ned eo quet quer chançus ac ar c’his al ; brassoc’h brouscon zo, savet meaz an douar, ac essoc’h da denna ; elec’h ar betterabes plantet é réont cals a griou vian, péré stard ar betterabez goassoc’h en douar, ac é renquer nétad goudé deus an douar a stag outô. Ada reer da jom en devechou quenta deus a vis vaê, quentoc’h zoquen, doc’h ma vez an amzer. Ober reer an irvi ha lacad a reer étré-zo quement evel eo bet discouézet bremaïc evit planta ar betterabes,var irvi bian, savet gât an allar, petraman en oc’h ober anchou Meur a c’his ada.

gât ar verquérés. Ada reer gât an dorn en anchou. Daou labourer zo trevoalc’h evit ober buan al labour-zé : ar c’henta a dol tri pé pevar ad, en oc’h lacad étré peb discarg var dro eun droadet ; an eil golo gât é zorn. Talvoudussoc’h eo ada quement seurt brouscon var irvi bian, abalamour da encha éonoc’h ar c’houénérez sternet. Eassoc’h eo neusé da zerc’hel ha da gas étré ar renquennadou ; pa ma étré diou erô, nalquet mont deus é ent na foueltra ar plantennou iaouanc ;