Pajenn:Pompery - Quelennou var labour pe gonnidegues an douar, 1851.djvu/106

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 106 —

ac hô lacad éonoc’h zoquen, en oc’h ober anchou gât an allar douara pé gât an allar al, var dro daou droatet é-trézo, en eun douar labouret ha bruzunet mad diaroc ; labourérien zo oc’h eulia ar merc’het evit goloï an ad gât ar var, pétraman a reer gât an allar, en oc’h faouta an irvi bian en deus savet é tré peb ant. Pa zeo roês avoalc’h an douar, é c’holoer mad ha buan, en oc’h chench tu dan oguet ac é gas var an dachen.


Cant a ma vez avalou douar ô c’hlaza a iniennou, é cloëder mad varnezo evit laza al louzeier glazet var c’horré, ha caout an douar eassoc’h da c’houenna divezatoc’h. Implijout a reer, dober al labour-ze, eun oguet côz ha ber é zent, evit mirout digas ré doc’h an ad var c’horré. Pa eo deut ar rizennou avalou douar a vel pen dar ben, é c'houenner anezô ac Ha red eo douara an avalou douar ?

hô douarer eun ebeut goudé. Mes, ha red eo ta douara an avalou douar ? Meur a ini en deus lavaret é oa red ober ; meur a ini al, gouiec ivez, en deus lavaret né oa quet. Evid on-mé, em eus adet tamou douaret ha tamou né oant quet, an eil e quichen éguilé, ac an avalou douar losquet eb hô zouara oant quercouls ha quer founus ac ar réal, pé founussoc’h c’hoas zoquen. Evessaat a rin c’hoas penaoz an téva avalou a zeuont tost dar gorré, ar pez a ziscoez ez er a enep al lezen doué en oc’h sevel douar outhô ; mes, en oc’h douara, tilouzaouit ha piguellit an da-