Pajenn:Pompery - Quelennou var labour pe gonnidegues an douar, 1851.djvu/104

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 104 —

eur pôd bennag, ac é léqueer er forn da zec’ha, goudé eo bet tennet an barra, pa neusquet mui ré a domder eni.

Er stalliou braz lec’h a reer bleut avalou douar, ez eus quizou guelloc’h ha buanoc’h evit é ober, Bez eus meur a stal eguissé e Ponabet, péré zo eun discarg braz dan avalou douar er vro-zé ; eno é léquéont ato ivez cals avalou douar, daoust ma né zollont quet quement abaoé eo deut ar c’hlenvet.


Doaré ada.

An avalou douar dléont beta adet a renquennadou ma eller ho c’houenna ac ho douara eaz. En doaré-mâ c’hader anézo : Ranna reer an dachen é teir loden quement a quement ; digueri reer daou ant, é creis peb loden, da lavarout é reer teir greizen en dachen, ma allo an adérien ac an allar Laboura eb nem gortoï tam ; rac queit ha ma an allar ô teureul daou bom var peb tu, goude ez int bet adet, ar merc’het ad ar pevar ant al digorret ha goudé é teuont adarré en erô nevez cuiteed gât an allar, Eun allar ha pidir vaoues nem euliont mad éguissé, eb col tam amzer.


Doaré al dada.

Eller ivez ada an avalou douar é renquennadou,