Pajenn:Pompery - Quelennou var labour pe gonnidegues an douar, 1851.djvu/102

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 102 —

unan doc’h ar pevar stuz-zé da deilla peb bloas. (Guellout izelloc’h ar pes a vezo lavaret var an doaré stuzia.)


An avalou douar, ar betterabes, an irvinou a bep seurt, ar c’harotes, ar c’haol saoud, cetu azé ar brouscon griennec an aliessa adet er vro-ni.


Avalou douar.

A barz ar c’hlenvet, an avalou douar teuent mad avoalc’h e quement douar. Erves é oant frouezus Doaré dhô roei dal loënnet.

meurbed, é oant talvoudus braz evit bevans an dud ac al loënnet ; mes red é oa ho poad pa vizé roed cals dar zaoud pé dar c’hézec ; rac, roed cri, nint quet quercouls, ellont beza clanvus ha cas dezo ar fluz, ar c’houéon, etc.


Quiz eaz ha dimizus d’ober bleut avalou douar.

Oc’h an avalou douar é tenner c’hoas eun danvez mad da implijout é meur a zoaré : ar bleut eo, pini eller caout en oc’h flastra an avalou cri, gât millou vian pé penfillou al. Lacad a reer an toaz-ze en eun tamoes run, ha teurel a reer dour varnan, meur a vech, ma c’haï ar bleut da eul, en eur varraz laquet dindan. Pa eo bet losquet da zéana trévoalc’h da roei amzer dar bleut couéza en traon, é losquer an dour da redec cuit ; neuzé toller c'hoas dour diou pé deir guech, ma oc’h eus c’hoant caout bleud guen caër. Lacad a reer goudé ar bleut var planquennou pé en