Mont d’an endalc’had

Pajenn:Pompery - Quelennou var labour pe gonnidegues an douar, 1851.djvu/10

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 10 —



Douarou trezec.

Ar riblen trezec-zé al mont betec eul leô pe eul leô anter deus ar moor. An ol tieien a oar avoalc’h pé quer mad eo an douarou od dré ho zoaré, ha pé quen eaz eo da ré dost caout pez a guéront a bezin deus a bep seurt quercouls a teil craou da drempa an douar. En arvor é gaver ivez ar pinvidica eostou, pé idou pé lin, pe bruscon ; mes eno an tiéguéchou zo fermet avéchou ré stard ha dreist hô dalloudégués.


Douarou priec pé douarou crê.

An douarou priec pé douarou cré a vezont cavet peur liessa er stanquennou tost dar brechiou moor pé stériou lec’hidec, péré é teuont larg en douarou. An douarou-zé zo aliez goal pouner, goal stagus, ac er goan, dour ar glaoéger é teuont abred dô veuzi, abalamour d’an douar dindan, pini zo aliez courri melen ha nalquet beza treuzet gât an dour. An douar priec chomo sec’hoc’h ac essoc’h da laboura é peb maré, pa vez tuf dindan, couzien an dour al é treuzi. En hor douarou cré ez eus tri seurt pé tri danvez quentâ : ar prî, an treaz meinec, ac an druioni. Pa vez en douar priec trevoalc’h a prî ha trevoalc’h a treaz, an douar ned eo quet quer pouner, eassoc’h eo da laboura ha frouezussoc’h eo ivez. Goassa zo, é stanquennou-zo, ar prî zo dreist an danvéziou al en douarou crê.