Eur vouez all a gleven e doun va c’houstians ;
Komz a ra ken freaz, kement ’ro d’in fizians
Ken na oufen tevel an dra a gelen d’in,
Hag an holl ’gavo mat ar pez a lavarin :
’Pad ar goanv e weler, pa c’houez ar wall-avel,
Strolladou brini du o plava o eskell
A-us d’an trevadou, evit kavout ar pled
Da furcha, da skrabat ha da zibri an ed.
Hopadennou ar mestr o laka da bellât,
Met eur pennad hepken ma na ziwaller mat.
’Vel-se ar C’hermaned a glasko a-nevez
’N em zila ’n hon c’hêriou, ha zoken war ar mêz.
Harz war ar bleizi-ze ! Serrit buan ho tor !
O reseo en ho ti ’vefe eun dizenor,
Noazout ouz ar re veo, ober gaou d’ar maro,
Skuilha war e vaz-skaon eun ezans gwall-c’houero.
Piou ’gredfe ’n em zaotra gant eur seurt dismegans ?
Chomomp Breiziz e Breiz ha Fransizien er Frans !