Pajenn:Picard - Kanaouennou Brezel, 1919.djvu/25

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 21 —



Daou vloaz a dremenas : gant trouz ar c’hanoliou
E tregernas hon Bro. Adarre hon deiziou
’Zeuas da denvalât. Er Rusi, an Dispac’h
’Zizammas ar German, a bounnerâs hon zac’h.
Egiz a-raok kalz tud, moarvat tud berr-welet,
A yê aman du-hont, gant eun dremm enkrezet,
E-pad ma tourte taer evel eun tourc’h kornek,
Er stourmadou brasa, ar « Bleveg » talvoudek,
War an Yser, en « Aisne », ha dreist-oll e Verdun,
’Lec’h ma strakas mindrailh krenvoc’h eget kurun.

Setu perak breman e teu en Breiz, dre Vrest,
Ar « Sammies [1] » da harpa difennourien ar Gwir
— « Ar Frans a zo eur skouer, zoken eur stereden,
« A zisklerias Wilson. Ra luc’ho da viken !
« Sklerijenna a rês mintin kaer hon Frankiz,
« He lezel da vervel ’ve dizanaoudek, kriz. » —
Skeud Lafayette hag all a eure ar peur-rest.

Setu perak breman e teu en Breiz, dre Vrest,
Ar « Sammies » da harpa difennourien ar Gwir
En eur brezel kalet, distrujus, euzik, hir.
Ar Bobl trugarezus a ya d’o zaludi
War bep hent, da bep kêr, pa vent o tibuni.
Kerzet a reont sounn war douar ar Bed Koz ;
D’o banniel steredet roomp holl hon bennoz ;
E koun ar re varo hen a dreuzas ar mor ;
’N e blegou barennet ’c’houez avel ar Viktor.

(Gwengolo, 1918).


————
  1. Leshano soudarded an Amérik.